Tasmant en ti

Xabier Louzao zo ur skrivagner distro da Santiago de Compostela goude bet mizioù e Kebek. Kuit e oa aet hep kemenn d’e vignon livour Adrián Novoa, ha pa zistro e kav lizhiri digantañ, kaset entre Here 1993 hag Ebrel 1994.

Enne e skriv al livour en deus prenet ur pezh ti e parrez Doroña, e kumun Vilarmaior, ha tasmantoù ennañ. Kontañ a ra penaos en deus kavet an ti, ha petra zo c’hoarvezet goude e brenadenn hag abaoe m’emañ o chom en ti. Da gentañ e wel e c’hoarvez traoù souezhus met krediñ a ra n’int nemet farsadennoù : pellgomzadennoù digomprenus, kemennoù er belleilerez. Kavout a ra ul levr kozh hag ennañ engravadurioù. Unan anezho a sach e evezh : ur plac’h yaouank, troet he c’hein, a zo o sellout dre arprenestr. Hogen fiñval a ra er skeudenn pa ne vezer ket o sellout. Er skrid e kaver elfennoù eus ar romantoù-spont, e doare Edgar Allan Poe pe H.P. Lovecraft, a zo meneget e anv. Elfennoù zo ivez eus sevenadur Galiza : tisavouriezh roman,Santa Compaña, petroglifoù.